Kreiz-kêr ar Faou evit gwelet an tiez brav ha korbellet savet er XVIvet kantved (23 ‘zo gwarezet , 1 rummet war roll ar savadurioù istorel), iliz Sant-Salver savet er XVIvet kantved a zo rummet ivez. N’ankounac’hait ket tour an iliz savet diouzh giz an Azginivelezh, e-tal porzh stêr ar Faou
da bourmen war ar wenodenn bord ar mor pe e koadeg-domani ar C’hrannoù (650 hektar)
Rumengol lec’hiet da 3 km diouzh ar bourk gant e iliz rummet savet er XVIvet kantved. Iliz Itron Varia Rumengol ‘zo bet savet war restadoù un aoter implijet gant an Druized. Ar pardonioù gouestlet d’ar Werc’hez Vari a vez lidet da zevezh an Drinded ha da c’houel Maria Hanter-Eost. Brudet eo ar feunteun Itron Varia Remed holl, ur savadur rummet eo.
EURIOU DIGERIN AN TY KER
Lun, Meurzh ha Yaou ha Gwener
deuz 9e da 12e15 hag deuz 14e da 17e
Mercʼher ha Gwener
deuz 9e da 12e15