Search
Close this search box.

Produerien euz ar vro

Hor c’humun a zo perzh an doareoù nevez da broduiñ ha da veveziñ o klask doujañ an douar an dud pa vezont o kas en-dro o labourioù en un doare doujus ha keodedel


Biskoazh kaeroc’h da dañva

E-pad devezh kentañ an Endro d’ar 16 a Vezheven 2018 e oa bet kinniget en em soñjal evit sevel ur jardin legumaj hag a vefe gounezet en un doare boutin gant kevredigezh Landerne Biskoazh kaeroc’h da dañva Frañs  . An dachenn a c’hellfe bezañ implijet evit reiñ lañs d’un taol arnodiñ a zo ‘barzh 

an dachenn c’hlas e-tal Ti ar Yec’hed

Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet ha Kurunenn Bro Saoz a gustum gourc’hemenniñ ha reiñ meuleudioù d’an doareoù ober keodedel ha perzhiañ a vez graet « Incredible Edible », arouez un ekonomiezh nevez a sikour diorren al liammoù etre an dud hag etre an dud hag an douar.Un dra diazez a zo lakaat ar vugale da gemer perzh. Ar vugale hag o familh o deus labouret an douar. Bamet int bet o welet ar priñs Charles, e-unan, deuet da gas meuleudioù dezho.

Bezañ em ren ha kenatebek a zegas frankiz ha souvereniezh da bep hini.

 


Gwez-frouezh bihan

Da zevezh kentañ an Endro d’ar 16 a Vezheven 2018, un heuliad kentañ a wez flamboez a zo bet plantet a-hed deroù ar wenodenn c’hlas a gas da Remengol. Pep hini a c’hell kempenn ha dastum frouezh o tont deus ar blantadeg voutin-mañ ha diwar-se ‘vez neubeutoc’h a labour evit kempenn ar c’hleuz.

Plantañ gwez-frouezh war an hent glas :

Plantañ gwez-frouezh war an hent glas


Ar raktres gwerje voutin ar gumun

Evit gwareziñ takad pakañ dour Penn ar Wern, an dilennidi a fell dezho prenañ an dachenn labour-douar evit plantañ gwez-frouezh.

Goulennet ‘vo gant an dud kemer perzh e buhez ar werje : plantañ gwez, kempenn al lec’h ha dastum ar frouezh a vo kement a zigarez d’ober anaoudegezh gant an endro tro-dro dezho.

Tweet
Share
Share
Pin
Skip to content