Search
Close this search box.

Istor Ar Faou

Un havr e kreisteiz Brest ha Plougastell o tigeriñ war Gourenez Kraozon

Kanton ar Faou a zo ouzhpenn pemp kilometr warnugent led diouzh ar reter d’ar c’hornog, diouzh Menez Are betek lennvor Vrest a zigor ar gumun war ar mor. An aod a dremen war ouzhpenn 20 km dre borzh ar Faou, dre adstêr an Doufin hag an Aon. Bevennet eo ar c’hanton er c’hreisteiz gant aber an Aon hag e tigor war-du ar C’hreisteiz-Gevred war diazad Kastellin. Bevennet eo stêr an Aon er Gevred gant an Doufin e Pont-ar-Veuzenn hag ez a da stummañ gourenez Rosloc’hen gant aber ar Faou, pehini a zo penn-pellañ aradennad Venez Are war-du ar c’hornog etrezeg gourenez Kraozon.War-du ar Reter, stêr Saint-Riwall a gej gant an Doufin e Pont-ar-Veuzenn hag e reont bevenn ar c’hanton gant hini Pleiben.

E hanternoz ar c’hanton etre koad domani ar C’hrannoù ha penn-pellañ an aber ez eus kumun ar Faou a zo war denaou e bevenn kanton Daoulaz.An eskemmoù hag ar mont-ha-dont a zo a-viskoazh bet aes e morlenn Vrest abalamour d’an aberioù niverus.

Kanton ar Faou a ra 12637 hektar hag emañ e kreiz etre Norzh ha Su an departamant. Peder c’humun a zo ennañ : Lopereg, Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h, Rosloc’hen hag ar Faou. E 1949 e oa 7 kumun er c’hanton. Ar c’humunioù o deus diviset en em strollañ hag e 1971 ne chome nemet 4 c’humun. E 1971 staget e oa bet Remengol da gumun ar Faou. An holl gumunioù a zo izili Park Natur rannvroel Arvorig. Abaoe eil hanterenn an XIXvet kantved eo chomet stabil niver ar poblañs.

E 1844 e oa 6.837 annezad hag e 1999 e oa 6 .548 den. Merzet ‘vez e vez techet an dud da vont da lojañ e pennlec’h ar c’hanton hag e Pont-ar-Veuzenn, kumun vicherour. An div gumun all Lopereg ha Rosloc’hen chomet pleg al labour-douar warno ha lec’hiet en diavaez deus an hentoù pennañ o deus digresket an dud o chom enno. Ar Faou a gendalc’h da sachañ war an dud abalamour d’he stalioù kenwerzh ha d’an douristed.

 

Ar Faou, e kroaz an hentoù  

An holl hentoù ha gwenodennoù o tont deus ar C’hreisteiz war-du Brest a dremen dre ar Faou koulz hag ar mont-ha-dont dre ar mor.

Ar beajour o tont deus gourenez Kraozon pe deus Douarnenez, a dremen dre Pont Terenez a-us ar stêr Aon. An hent-houarn a zo bet savet e kastellin e 1864 hag e Brest e 1865. Al linenn etre Kastellin ha Landerne a zo bet echuet e 1867 nemetken gant daleoù abalamour d’an douaroù digompez ha d’ar gevezerezh a oa gant ar mont-ha-dont war ar stêrioù ha war ar mor.

 

Ar Faou, kêrbenn ur veskontelezh

Unan deus ar broioù (pagi e latin) diabarzh Kerne a zo ar Poher . E XIXvet kantved e oa he bevennoù deus Kintin betek ar mor, en Hanternoz gant Menez Are hag er C’hreisteiz gant Menezioù Du.Adalek an XIvet kantved, beskonted ar Faoua ‘zo plaset brav e kreiz an douaroù a zo bremañ departamant Penn-ar-Bed. Kêrioù kreñv o deus evel ar Faou, Daoulaz, ar Roc’h Morvan. Mistri e oant war ar vro diouzh Lennvor Vrest, betek Menezioù Are etre aberioù an Aon hag an Elorn.

Tro-dro da 1400, ez eus 17 parrez ‘barzh ar veskontelezh, padal e 1682 ne chom nemet un dek bennak enni. Familh ar Richelieu a zo bet kemeret o flas gant ar Rohan-Chabot. Ar re-mañ a werzh al lec’h d’ar familh Magon de la Gervisais e 1762. Dindan an anv-mañ e teuas ar Faou da vezañ ur varkizelezh e 1765.

 

Ar Faou diorren ar gêr hag ar porzhs 

Kêr ar Faou a zo enni foarioù ha marc’hadoù a ra berzh, ar pezh a sikour ar gêr da greskiñ etre ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved. E fin ar XVIvet kantved e oa unnek kêr a ranke paeañ tailhoù, en o zouez e oa ar Faou er 6vet plas, dirak Douarnenez, Kraozon ha Karaez.

Patrom al lec’hienn-mañ e kroaz-hent ur stêr hag ar mor a zo heñvel ouzh hini an Ospital a zo un nebeud kilometradoù pelloc’h. Evit an div e weler ar geriadenn ledet a-hed an hent hag an iliz savet war bord an dour.

Niver an tiez a gresk a-hed ar c’hantvedoù. N’eo ket bet kaset da benn raktres an ijinour Le Roy (1764) a oa ennañ diskar kasimant an holl diez kozh er Faou. Goude beaj Napoleon III a oa tremenet dre ar Faou ez eus bet yalc’hadoù arc’hant evit lakat e skouer tu kornog ar straed meur. Dismantret eo bet ivez ar c’hloz-iliz, diskaret ar garnel ha kaset ar vered e lec’h all. Diskar savadurioù kozh a oa evit spered an dud d’ar mare-se un doare da vont war-raok.

Le Port du Faou en 1776 - Dessin de Louis François CASSAS
Bateaux sabliers gabares du Faou

Da vare ar Renad Kozh e oa ar Faou gant al lestrañ-dilestrañ a veze en e borzh an trede havr lennvor Vrest. Al listri pe ar bigi a c’helle en em gavout er porzh nemet pa veze uhel al lanv hag e choment sko pa veze izel ar mor. Treuzdouget e veze koad prenn o tont deus koad ar C’hrannoù. Ur wech krouet an arsanailh e Brest evit morlu ar C’huzh-heol, e kreskas da vat, adalek ar bloavezhioù 1650, an obererezhioù er porzh dreistholl gant al labour treuzdougen ar c’hoad davet chanteroù ar morlu.

Diaes e oa mont gant an hentoù d’ar poent-se neuze e veze implijet ar bigi-dre-lien ha diwezhatoc’h ar bigi-dre-dan. Adalek an XIXvet kantved e seblant anat kempenn kaeoù mañsonet. Al labourioù a grog e 1835 evit echuiñ e 1882. Al labourioù a oa hir gant ur c’hae e-kreiz, lec’hiet etre ar c’hae a Guelen hag an darsenn ha daoust dezho bezañ bet ur program uhelek e penn-kentañ, gant an amzer oc’h ober he zro, ne glotaent ket ken gant an ezhommoù nevez war tachennoù an ekonomiezh pe ar c’henwerzh. Goude ar brezel bed kentañ e tigresk tamm-ha-tamm dreuzdougen an traezh hag ar c’hoad prenn.

 

Daou goc’hu ‘zo bet an eil war egile. An hini kentañ a oa anezhañ e 1540 hag e oa e-barzh ur sal evit ar selaouerien ha e-pad ur pennadig sal ar c’huzul ti-kêr, ar skol hag an dielloù. Savet eo bet warnañ e 1899 ur marc’had toet a oa bet diskaret e 1946.

Halles historiques en bois
Halles historiques en fer

AR FAOU, TIEZ BOURC’HIZIEN

Evel kalz a vourkoù kozh e Breizh, ez eus bet er Faou daou brantad lec’h ma z’eo bet savet kalz a diez : ar XVIvet kantved hag ar prantad amzer etre 1850 ha 1914. Hiziv e chom c’hoazh 16 ti gant un dalbenn goad o c’houzout e oa bet diskaret un ugent ti bennak heñvel ouzh ar re ‘zo chomet en o sav.

Petra eo perzhioù an tiez : Savet int dirak al logelloù douar. Tiez korbellek war sourinoù int. An talbennoù a vez goloet gant mein-to. Tiez uhel gant daou pe dri fezh e pep live. Stag eo patrom an ti gant stumm al logell o reiñ bod dezhañ : strizh pe ledan e vo an ti , ment ar pezhioù ha penaos e vint urzhiet = ur reolenn voutin evit an holl diez savet e Breizh. Un dra a zo dibar e tiez ar Faou a zo danvez ar braslabourioù a deu deus ar vro lec’h ma weler liv melen ar mikrodiorit ha liv gris dilufr ha teñval evit mein kersanton.

 

An destenn-mañ zo bet tennet diouzh renabl topografek glad savadurel kanton ar Faou- Kuzul rannvro Breizh 1997.

Tweet
Share
Share
Pin
Skip to content