Istor Ar Faou

-A A +A

Un havr e kreisteiz Brest ha Plougastell o tigeriñ war Gourenez Kraozon

Kanton ar Faou a zo ouzhpenn pemp kilometr warnugent led diouzh ar reter d’ar c’hornog, diouzh Menez Are betek lennvor Vrest a zigor ar gumun war ar mor. An aod a dremen war ouzhpenn 20 km dre borzh ar Faou, dre adstêr an Doufin hag an Aon. Bevennet eo ar c’hanton er c’hreisteiz gant aber an Aon hag e tigor war-du ar C’hreisteiz-Gevred war diazad Kastellin. Bevennet eo stêr an Aon er Gevred gant an Doufin e Pont-ar-Veuzenn hag ez a da stummañ gourenez Rosloc’hen gant aber ar Faou, pehini a zo penn-pellañ aradennad Venez Are war-du ar c’hornog etrezeg gourenez Kraozon.War-du ar Reter, stêr Saint-Riwall a gej gant an Doufin e Pont-ar-Veuzenn hag e reont bevenn ar c’hanton gant hini Pleiben.

E hanternoz ar c’hanton etre koad domani ar C’hrannoù ha penn-pellañ an aber ez eus kumun ar Faou a zo war denaou e bevenn kanton Daoulaz.An eskemmoù hag ar mont-ha-dont a zo a-viskoazh bet aes e morlenn Vrest abalamour d’an aberioù niverus.

Kanton ar Faou a ra 12637 hektar hag emañ e kreiz etre Norzh ha Su an departamant. Peder c’humun a zo ennañ : Lopereg, Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h, Rosloc’hen hag ar Faou. E 1949 e oa 7 kumun er c’hanton. Ar c’humunioù o deus diviset en em strollañ hag e 1971 ne chome nemet 4 c’humun. E 1971 staget e oa bet Remengol da gumun ar Faou. An holl gumunioù a zo izili Park Natur rannvroel Arvorig. Abaoe eil hanterenn an XIXvet kantved eo chomet stabil niver ar poblañs. E 1844 e oa 6.837 annezad hag e 1999 e oa 6 .548 den. Merzet ‘vez e vez techet an dud da vont da lojañ e pennlec’h ar c’hanton hag e Pont-ar-Veuzenn, kumun vicherour. An div gumun all Lopereg ha Rosloc’hen chomet pleg al labour-douar warno ha lec’hiet en diavaez deus an hentoù pennañ o deus digresket an dud o chom enno. Ar Faou a gendalc’h da sachañ war an dud abalamour d’he stalioù kenwerzh ha d’an douristed.

 

Ar Faou, e kroaz an hentoù  

An holl hentoù ha gwenodennoù o tont deus ar C’hreisteiz war-du Brest a dremen dre ar Faou koulz hag ar mont-ha-dont dre ar mor.

Ar beajour o tont deus gourenez Kraozon pe deus Douarnenez, a dremen dre Pont Terenez a-us ar stêr Aon. An hent-houarn a zo bet savet e kastellin e 1864 hag e Brest e 1865. Al linenn etre Kastellin ha Landerne a zo bet echuet e 1867 nemetken gant daleoù abalamour d’an douaroù digompez ha d’ar gevezerezh a oa gant ar mont-ha-dont war ar stêrioù ha war ar mor.

 

Ar Faou, kêrbenn ur veskontelezh

Unan deus ar broioù (pagi e latin) diabarzh Kerne a zo ar Poher . E XIXvet kantved e oa he bevennoù deus Kintin betek ar mor, en Hanternoz gant Menez Are hag er C’hreisteiz gant Menezioù Du.Adalek an XIvet kantved, beskonted ar Faoua ‘zo plaset brav e kreiz an douaroù a zo bremañ departamant Penn-ar-Bed. Kêrioù kreñv o deus evel ar Faou, Daoulaz, ar Roc’h Morvan. Mistri e oant war ar vro diouzh Lennvor Vrest, betek Menezioù Are etre aberioù an Aon hag an Elorn.

Tro-dro da 1400, ez eus 17 parrez ‘barzh ar veskontelezh, padal e 1682 ne chom nemet un dek bennak enni. Familh ar Richelieu a zo bet kemeret o flas gant ar Rohan-Chabot. Ar re-mañ a werzh al lec’h d’ar familh Magon de la Gervisais e 1762. Dindan an anv-mañ e teuas ar Faou da vezañ ur varkizelezh e 1765.

 

Ar Faou diorren ar gêr hag ar porzhs 

Kêr ar Faou a zo enni foarioù ha marc’hadoù a ra berzh, ar pezh a sikour ar gêr da greskiñ etre ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved. E fin ar XVIvet kantved e oa unnek kêr a ranke paeañ tailhoù, en o zouez e oa ar Faou er 6vet plas, dirak Douarnenez, Kraozon ha Karaez.

Porzh ar Faou e 1776 – Tresadenn gant Louis François CASSA

Patrom al lec’hienn-mañ e kroaz-hent ur stêr hag ar mor a zo heñvel ouzh hini an Ospital a zo un nebeud kilometradoù pelloc’h. Evit an div e weler ar geriadenn ledet a-hed an hent hag an iliz savet war bord an dour.

Niver an tiez a gresk a-hed ar c’hantvedoù. N’eo ket bet kaset da benn raktres an ijinour Le Roy (1764) a oa ennañ diskar kasimant an holl diez kozh er Faou. Goude beaj Napoleon III a oa tremenet dre ar Faou ez eus bet yalc’hadoù arc’hant evit lakat e skouer tu kornog ar straed meur. Dismantret eo bet ivez ar c’hloz-iliz, diskaret ar garnel ha kaset ar vered e lec’h all. Diskar savadurioù kozh a oa evit spered an dud d’ar mare-se un doare da vont war-raok.

 

Bateaux sabliers gabares du Faou

Da vare ar Renad Kozh e oa ar Faou gant al lestrañ-dilestrañ a veze en e borzh an trede havr lennvor Vrest. Al listri pe ar bigi a c’helle en em gavout er porzh nemet pa veze uhel al lanv hag e choment sko pa veze izel ar mor. Treuzdouget e veze koad prenn o tont deus koad ar C’hrannoù. Ur wech krouet an arsanailh e Brest evit morlu ar C’huzh-heol, e kreskas da vat, adalek ar bloavezhioù 1650, an obererezhioù er porzh dreistholl gant al labour treuzdougen ar c’hoad davet chanteroù ar morlu.

Diaes e oa mont gant an hentoù d’ar poent-se neuze e veze implijet ar bigi-dre-lien ha diwezhatoc’h ar bigi-dre-dan. Adalek an XIXvet kantved e seblant anat kempenn kaeoù mañsonet. Al labourioù a grog e 1835 evit echuiñ e 1882. Al labourioù a oa hir gant ur c’hae e-kreiz, lec’hiet etre ar c’hae a Guelen hag an darsenn ha daoust dezho bezañ bet ur program uhelek e penn-kentañ, gant an amzer oc’h ober he zro, ne glotaent ket ken gant an ezhommoù nevez war tachennoù an ekonomiezh pe ar c’henwerzh. Goude ar brezel bed kentañ e tigresk tamm-ha-tamm dreuzdougen an traezh hag ar c’hoad prenn.

Daou goc’hu ‘zo bet an eil war egile. An hini kentañ a oa anezhañ e 1540 hag e oa e-barzh ur sal evit ar selaouerien ha e-pad ur pennadig sal ar c’huzul ti-kêr, ar skol hag an dielloù. Savet eo bet warnañ e 1899 ur marc’had toet a oa bet diskaret e 1946.

Halles historiques en bois Halles historiques en fer

 

AR FAOU, TIEZ BOURC’HIZIEN

Evel kalz a vourkoù kozh e Breizh, ez eus bet er Faou daou brantad lec’h ma z’eo bet savet kalz a diez : ar XVIvet kantved hag ar prantad amzer etre 1850 ha 1914. Hiziv e chom c’hoazh 16 ti gant un dalbenn goad o c’houzout e oa bet diskaret un ugent ti bennak heñvel ouzh ar re ‘zo chomet en o sav.

Petra eo perzhioù an tiez : Savet int dirak al logelloù douar. Tiez korbellek war sourinoù int. An talbennoù a vez goloet gant mein-to. Tiez uhel gant daou pe dri fezh e pep live. Stag eo patrom an ti gant stumm al logell o reiñ bod dezhañ : strizh pe ledan e vo an ti , ment ar pezhioù ha penaos e vint urzhiet = ur reolenn voutin evit an holl diez savet e Breizh. Un dra a zo dibar e tiez ar Faou a zo danvez ar braslabourioù a deu deus ar vro lec’h ma weler liv melen ar mikrodiorit ha liv gris dilufr ha teñval evit mein kersanton.

 

An destenn-mañ zo bet tennet diouzh renabl topografek glad savadurel kanton ar Faou- Kuzul rannvro Breizh 1997.

Bien vieillir
Mairie de le faou
LE FAOU TOWN HALL
TY KER AR FAOU
Place aux Foires
29590 Le Faou

Tél. 02 98 81 90 44
Fax 02 98 81 08 03
Place aux Foires
29590 Le Faou

Tél. 02 98 81 90 44
Fax 02 98 81 08 03
Plasen ar marc’had
29590 Le Faou

Pgz. 02 98 81 90 44
Faks 02 98 81 08 03
Horaires de la mairie
Townhall schedule
EURIOU DIGERIN AN TY KER
Lundi, mardi et jeudi
de 9 h à 12 h 15 et de 13 h 30 à 17 h
Mercredi et Vendredi
de 9 h à 12 h 15

Permanence des élus
le samedi matin de 10 h à 12 h
Monday, tuesday and Thursday
from 9 h to 12 h 15 and from 13 h 30 to 17 h
Wednesday and Friday
de 9 h à 12 h 15

Permanency of elects
on saturday morning from 10 h to 12 h
Lun, Meurzh ha Yaou ha Gwener
deuz 9 e da 12 e 15 hag deuz 13 e 30 da 17 e
Mercʼher ha Gwener
deuz 9 e da 12 e 15

Degemer gant an dilennidi
Ar sadorn vintin da 10 e hag deuz 12 e