Search
Close this search box.

Troiadoù bale

Kumun ar Faou

 

Ar gumun-mañ a zo liammet hec’h istor ha he glad gant Lennvor Vrest e lec’h emañ lec’hiet e foñs unan deus aberigoù niverus al lennvor. Krouet eo bet ar bourk en XIvet kantved. Tri zi warnugent a zo gwarezet hag unan ‘zo rummet evel monumant istorel. Ar ru bras a zo en daou du tiez korbelloù savet en XVvet kantved.

Diwar mein sklent ha mein greun, toet gant mein-to ha pep hini anezho o deus un dalbenn uhel.

An iliz-parrez kaer-meurbed a weler e-tal ar porzh. Savet eo bet er XVIvet kantved, un tour kizellet brav, savet hervez giz an Azginivelezh a zo ouzh an iliz. Kit e-barzh da welet ar maen-badez deus an XVIvet kantved a zo unan deus ar re vravañ e Breizh.

 


 

Remengol

Brudet mat eo Remengol evit dont da bardoniañ. Savet eo bet an iliz en XVIvet kantved. Ar vojenn a lar deomp e savas ar Roue Gradlon ha Sant Gwennole ur santual war-c’horre rivinoù un aoter deus mare an drouized.

Da zeiz an Drinded ez eus ur pardon bras evit meuliñ ar Werc’hez Vari ha da C’houel Mari Hanter Eost  ez eus ur pardon bras evit Itron Varia-Remed-Holl. Taolit ur sell war tour an iliz, ur gorzenn eizhkognek outañ, uhel he fenn ganti. Barzh an iliz ez eus tu deoc’h sellet ouzh ar sternioù-aoter deus an XVIIvet kantved.

Koad domani ar C’hrannoù (650 kantar) a c’heller pourmenn ennañ ivez.

 

 

 


 

Troiad zisplegañ an istor

An droiad-mañ a loc’h gant ur panell pri-poazh e plasenn ar Foarioù. Kinnig a ra deoc’h pourmen er c’hreiz-kêr kozh hag ober tro an 9 fanell all a zispleg deoc’h istor ha glad ar gumun

 

 


 

Baleadenn niverel Breizh Tour

 

Bez’ e c’hellit pellgargañ war ho poellgomzer an arload digoust Breizh Tour (a c’heller kaout war Google Play hag App Store). Heñchet e viot dre ur valeadenn gant displegadennoù liesvediaoù a loc’ho pa viot e-kichen an 10 lec’h plediñ war ar Faou ha tro-war-dro.

Taolit evezh : an droiad-mañ a zo he displegadennoù e galleg hag e saozneg nemetken.

 

 

 


 

Baleadenn da selaou e koad ar C’hrannoù

Ur valeadenn a zo bet savet e 2011 gant Radio Evasion da vezañ selaouet e koad brav ar C’hrannoù. Kinnig a reomp deoc’h ober ganti dre ar sturlevr-mañ.

Taolit evezh : an droiad-mañ a c’heller implij e galleg nemetken

 

Tweet
Share
Share
Pin
Skip to content